Kelc'h Kreisau

Kreisauer Kreis (Kelc'h Kreisau) a oa bet ur strollad rezistanted a-enep an naziegezh en Alamagn etre 1940 ha 1944. 25 ezel a voe en aozadur ar penn uhelañ a oa Helmuth James Graf von Moltke. Al lec'h kejañ a oa bet e skraper oabl er gêraidenn war ar maez Kreisau, e Silezia.

Ti von Moltke e Kreisau al lec'h kejañ kuzh.

Izili ar c'helc'h a oa dreist-holl paotred gant nebeut maouezed. An orinoù sokial relijiel pe relijiel a oa lies, kavet e veze: tud noblañs, protestanted, katoliked, sokialourien pe mirourien. en desped d'an diforc'hioù-se izili an aozadur Kreisau a oa holl a-du evit stourm a-enep ren Hitler war Alamagn kement evit abegoù a-vad pe relijiel. E-pad an emvodoù, ar c'helc'h a glaske kavout penaos e vefe adaozet Alamgn ur wech echuet gant ren an Trede Reich. Ar c'helc'h ne oa ket un aozadur feuls ne faote ket dezho lakaat trumm ar riez da gouezhañ, an nazied o devoa tamallet dezho da vezañ treitourien dre ma oant holl a-du hag asur e vefe kollet ar brezel gant Alamagn.

Fin ar strollad a grogas pa voe harzet Helmuth von Moltke gant ar Gestapo e miz Genver 1944. Darn bras an izili a voe harzet goude taol lazhañ Hitler c'hwitet gant Claus von Stauffenberg d'an 20 a viz Gouhere 1944. An izili harzet a voe lakaet d'ar marv memes ma ne oant ket liammet end eeun gant ar gwalldaol c'hwitet.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search